Ganet on e Budapest e 1943.
War-lerc'h studiou war ar skiantoù em eus kelennet er Skol-Veur. Implij a raen neuze va amzer vag o tennan poltriji deus tud en o vuhez pemdeziek, pe deus tud oc’h ober c'koariva pe sonerez jazz.
Va skeudennou zo bet embannet e kazetennoù sonerezh ha beajoù. Da va zregont vloaz em eus kuitaet va bro c'kinidik, bro Hongria.
War lerc'h bezan bet poltrejer e Paris e pad pemp bloaz em eus adkroget gant studioù urzhiaterezh. Hiriv on war va leve , staliet da vad e Breizh e lec'h e tizoloan livioù tener ar vro, pennoù sirius an dud hag o c'kalonoù digor.
Santout a ran pegen stag int ouzh o sevenadur hag o « Bro Gozh ma zadoù ».
Abaoe pevar bloaz en em santan ken tost ouzh an dud pa dennan poltriji diouto. Ingal ez an da Broioù Europa- Kreizteiz, broioù dianavezet aman, dreist holl abalamour int bet dindan gwask au URSS e-pad pell.
Atav e vezan digemeret mat en va bro c’hinidik peogwir e ran gant va yezk vamm. Poltriji a ran eno hag er broioù tro dro, e lec'h ma vev kenvroidi , fier eus o identelezh kag o yezh. Klask a ran atav chom feal deus pezh a welan.
Ur poltred mat, na c’houlenn displegadur ebet.
Daoust hag emaon alies o labourat va unan, en em santan tost eus an arzhourien man : Sebastiao Salgado, Henri Cartier-Bresson, August Sander...
E Breizh d'an 23 a viz mae.
Abose miz ebret 2015, on stag eus ur strollad arzhourien poltriji deus Hongria (MFVSZ)