Ganet on e Budapest e 1943.

War-lerc'h studiou war ar skiantoù em eus kelennet er Skol-Veur. Implij a raen neuze va amzer vag o tennan poltriji deus tud en o vuhez pemdeziek,  pe deus tud oc’h ober c'koariva pe sonerez jazz.

Va skeudennou zo bet embannet e kazetennoù sonerezh ha beajoù. Da va zregont vloaz em eus kuitaet va bro c'kinidik, bro Hongria.

War lerc'h bezan bet poltrejer e Paris e pad pemp bloaz em eus adkroget gant studioù urzhiaterezh.  Hiriv on war va leve , staliet da vad e Breizh e lec'h e tizoloan livioù tener ar vro, pennoù sirius an dud hag o c'kalonoù digor.

Santout a ran pegen stag int ouzh o sevenadur hag o « Bro Gozh ma zadoù ».

 

Abaoe pevar bloaz en em santan ken tost ouzh an dud pa dennan poltriji diouto.  Ingal ez an da Broioù Europa-  Kreizteiz, broioù dianavezet aman, dreist holl abalamour int bet dindan gwask au URSS e-pad pell.

 

Atav e vezan digemeret mat en va bro c’hinidik peogwir e ran gant va yezk vamm.  Poltriji a ran eno hag er broioù tro dro, e lec'h ma vev kenvroidi , fier eus o identelezh kag o yezh.  Klask a ran atav chom feal deus pezh a welan.

Ur poltred mat, na c’houlenn displegadur ebet.

 

Daoust hag emaon alies o labourat va unan, en em santan tost eus an arzhourien man : Sebastiao Salgado, Henri Cartier-Bresson, August Sander...

E Breizh d'an 23 a viz mae.


 

Abose miz ebret 2015, on stag eus ur strollad arzhourien poltriji deus Hongria (MFVSZ)

 

Version imprimable | Plan du site
© Bàlint Thuróczy - 2014 Tous droits réservés